An Inn (En e romañcheg) a zo ur stêr hag a ziskenn a-hed 517 km eus Lenn Lunghin en Engiadina (Suis) betek e gember gant an Danav, e Passau, en Alamagn.
En Alpoù Suis emañ hec'h eienenn, en Engadin, ur rannvro tapet hec'h anv diwar hini ar stêr.
War-du ar biz e red betek Aostria. E Landeck e tro war-du ar reter a-dreuz bro-Dirol hag he c'hêrbenn Innsbruck. E Bavaria ez a neuze d'en em deurel en Danav e Passau. Redek a ra a-dreuz Rosenheim, Wasserburg, Waldkraiburg,Mühldorf ha Neuötting. Div adstêr vras he-deus: an Alz hag ar Salzach.